Enez Taiwan

Taiwan (臺灣 e sinaeg, pe aliesoc'h 台灣; en doare eeun 台湾; pinyin: Táiwān) a zo un enezenn lec'hiet er gevred da Sina gevandirel, er su da Japan, hag en norzh d'ar Filipinez, Graet e vez ivez alies Taiwan eus an tiriadoù e dalc'h Republik Sina a zo dindan he beli Taiwan hag ivez inizigoù ha enezegi a bep seurt: Penghu (pe inizi Pescadores), Jinmen ha Matsu.

Kartenn Taiwan
Taiwan gwelet gant ul loarell

E yezhoù ar c'hornaoueg ez eus bet graet e-pad pell gant stummoù deuet diwar an anv bet roet gant ar Bortugaliz (Illha Formosa, enez kaer) er XVIvet kantved, eleze Formoza e brezhoneg[1]. N'eo ket aet da get an implij-se c'hoazh met war nebeutaat emañ.


Evit ar stad, mont da welet Republik Taiwan.

  1. Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, 1993, p. 293

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search